Lizher Yeremia a zo un destenn a gaver e pennad 6 levr Barouc'h er Vulgat[1] tra m'emañ war-lerc'h ar C'heinvanoù e troidigezh ar Seikont. Un adskrid e vefe eus ul lizher kaset gant ar Profed Yirmia d'an Israeliz war-nes mont d'an harlu da Vabilon evit lakaat anezho war evezh ouzh an idolouriezh[2].